Gael Briand : « Hollvedel eo stourm an UDB ! »

Article réservé aux abonnés

Par Dewi Siberil

Unvaniezh Demokratel Breizh a lid he 60 vloaz ar sizhun-mañ. Pennad kaoz gant Gael Briand, dilennet er Rannvro ha penn-redaktour ar gelaouenn « Pobl Vreizh ».

Penn-redaktour Pobl Vreizh, kelaouenn UDB, eo Gael Briand.
Penn-redaktour Pobl Vreizh, kelaouenn UDB, eo Gael Briand. (Foto Mathilde Lahogue)

60 vloaz eo UDB… Peseurt bilañs evit ho strollad ? Deuet oc’h a-benn pe c’hwitet ho peus ?

Evit sevel ur bilañs eo ret kompren perak eo ganet an UDB e 1964, goude brezel Aljeria, en ur prantad ma oa cheñchamantoù don er gevredigezh. Lavaret ‘veze d’ar Vretoned gant ar Stad : « Dilezit ho sevenadur hag ho toare da vevañ. An dazont zo modernoc’h. Ankounac’hit ho memor hag ho yezhoù ha deuit da vezañ gall kant-dre-gant ». Fin « sevenadurezh ar beisanted » e oa ivez e-giz m’eo bet lavaret gant Henri Mendras. Distrujet ‘veze ar c’hleuzioù hag al lanneier e Breizh, kaset’veze ar re a laboure an douar d’ar c’hêrioù evit labourat en uzinoù. An dra-se zo bet kanet gant Gilles Servat pe Jean Ferrat. An UDB zo ganet er mare-se evit nac’hañ an dazont a oa kinniget d’ar Vretoned ! Hervez hor strollad e oa ret adgounit ar gwir da vezañ gant pobl Vreizh. Neuze, hag-eñ eo bet gounezet ar gwirioù-se hiriv ? N’eo ket bet c’hoazh ! Posubl eo deomp lavaret omp Bretoned, met ne glot ket gant gwirioù e-keñver al lezennoù. Koulskoude ez eus ur brud vrav gant sevenadur Breizh bremañ. Gant sikour an UDB, anat eo. Neuze c’hwitet ez eus bet ul lodenn eus hor pal politikel abalamour n’eo ket bet ijinet sistem politikel bro-Frañs evidomp, met stourmet hon eus evit ma vevfe ar pezh a ra deomp bezañ Bretoned. Piv en defe graet‘mod all ?

Bremañ e vez komzet kalz deus emrenerezh evit Korsika. Petra’cheñchfe seurt statud evit ar Vretoned ?

Pour aller plus loin

Spered ar vro #UDB
Revenir en arrière

Gael Briand : « Hollvedel eo stourm an UDB ! »

sur Facebooksur Twittersur LinkedIn
S'abonner
Application Le Télégramme Info Bretagne

Application Le Télégramme

Vous aimez la Bretagne ? Vous allez adorer l'application du Télégramme. Profitez d'une expérience de lecture personnalisée et d'un accès rapide à l'actualité de votre commune.

Application Le Télégramme Journal
Application Le Télégramme Journal